Ar gwez eno o deus tennet gounid eus an amzer evit kreskiñ ha kreñvaat. Kozh ha meurdezus int bremañ ha laouen e vint o tegemer ho nerzhioù yaouank !
E-kreiz ar brankoù hag an delioù e vimp sikouret gant buhezourien an Arbonambule, ur gevredigezh kraperien, evit pignat betek beg ar gwez. Sabatuet e vimp o tizoloiñ an dremm vro a vo kavet dirak hon fri. Ha perak ket tennañ hon potoù evit santout kef ha stumm ur wezenn dindan hon treid ? Predoù lipous a vo fardet ganeomp ha beilhadegoù ’vo bemnoz. Sport, vakañsoù, ha plijadur war un dro ! Startijenn a zo ganeoc’h ? Bec’h deï neuze !






