Mond a rimp war ar stêr Yeodi, da zeskiñ mestroniañ ar c’haiak ha da c’hoari gant an dour. Pa ne vimp ket war an dour e c’hellimp krapat er gwez, gant ar gevredigezh « l’Arbre à Lutik ». Mont da c’hoari, da bourmen a-hed ribloù ar Yeodi, a rimp. Dizoloiñ ar vro, peadra ’vo da anavezout gwelloc’h glad hag istor ar C’hastell Du, ul lec’h deus an Henamzer, er c’hoadoù, hag istor ar Roc’h.E-pad ur sizhunvezh e kouskimp e-barzh teltennoù hag e fardimp ar predoù asambles. C’hoarioù braz, beilhadegoù ha c’hoarzhiñ leizh hon veg a vo great ganeomp e-pad ar vakansoù !

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

Ti ar C’hoadoù

Centre Forêt Bocage
5 Hent an Dachenn sport
22160 Ar Chapel-Nevez
02 96 21 60 20
accueil@centre-foretbocage.bzh
www.centre-foretbocage.bzh