Koadoù ha natur e pep lec’h ! Aze e vevimp e-pad ar zun, e-tal lenn Kerne-Uhel e Tremargad. Ul lenn eus ar re guzhetañ eus ar vro eo. Eno e vev dourgon hag ur bern laboused.
Ober a rimp a-hed ar sizhun: kaiak da roeñvan betek bezañ skuizh-mik, krapat, da zizoloiñ beg ar gwez ha tennañ gwareg. Petra a virfe ouzhimp neuze, ober un dro-vale betek kaniennoù Toull Goulig ? Pa ’aimp da bourmen e klaskimp gwelet ha klevet loened gouez. Ur yourc’h ho klask e-voued ? Hopadennoù ur gaouenn da serr-noz ? Deomp-ni e vo neuze, d’ober trouz tro-dro d’an tan : bec’h d’ar c’han ha d’an dañs…
