Penaos enskrivañ ho pugel?

1. Gwiriekaat e chomfe plasoù er c’hamp dibabet war fichenn ar c’hamp pe o pellgomz d’an aozer.

2. Leuniañ an teir follenn dindan evit kadarnaat enskrivadenn ho pugel :

  • Ar follenn-yec’hed
  • Ar follenn enskrivañ
  • Aotre ar gerent

3. Degasit an teir fichenn-mañ hag ar chekenn arrez a 100 € dre lizher da aozer ar c’hamp vakañsoù.

Skoazelloù

Disklêriet eo ar c’hreizennoù vakañsoù da Servijoù ar C’henstag Sokial ha dre-se e c’hell ar familhoù kaout sikourioù digant MSA, CAF, kenskorioù embregerezh... Degemeret e vez ar skoazelloù-mañ hag ar chekennoù vakañsoù gant aozadurioù zo : goulennit ganto !

Skoazellet e vez ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg ha gallaoueg gant Rannvro Breizh : roet e vez 5 € dre zevezh ha dre vugel evit ar c’hampoù, dibaoe 2021.

Sikouret e vez an UBAPAR da genurzhiañ ha da ziorren an dudi e brezhoneg hag e gallaoueg gant Rannvro Breizh, Kuzulioù-Departamant Penn-ar-Bed hag ar Morbihan ha Yaouankiz ha Sportoù (DRAJES).