Aozerien kampoù vakañsoù e brezhoneg hag e galloueg :

Daouzek aozer a labour a-hed ar bloaz evit kinnig un tregont kampoù vakañsoù bennak e brezhoneg e pep lec’h e Breizh, en douaroù pe war vord ar mor, evit ar vugale hag ar grennarded divyezhek. Kreizennoù degemer, kevredigezhioù sevenadurel, emglevioù-bro hag ur strollegezh tiriadel int. Kenlabourat a ra an holl obererien-se er bodad « Dudi Brezhoneg Gallooueg », kenurzhiet gant an UBAPAR.


Ur rouedad kevredigezhioù e Breizh eo an UBAPAR (Unvaniezh Breizh evit buheziñ ar broioù war ar maez). Plediñ a ra gant ar buheziñ war ar maez hag an diorren lec’hel. Unan eus palioù hol labour eo broudañ implij ar brezhoneg hag ar gallaoueg evit an obererezhioù dudi evit ar vugale hag ar re yaouank : diorren ar c’hampoù vakañsoù, stummañ buhezourien ha buhezourezed, renerien ha renerezed, krouiñ binvioù labour, reiñ harp d’ar raktresoù nevez, brudañ… Berzh a raio ar c’hampoù er bloaz-mañ emichañs ! Evit kaout muioc’h a ditouroù diwar-benn ur c’hamp, kit war-eeun e darempred gant an aozadur a gavoc’h e traoñ pep pajenn.