Dait da dremen vakañsoù bourrabl ken-ha-ken en Henbont, e Bro an Oriant.
Savet e vo hon teltennoù genomp àr an dachenn-gampiñ ha get hor veloioù eh aimp da zizoloiñ ribl ar Blañvezh. Goude-se eh aimp daou-ha-daou da gaiakiñ, da bourmen ha da c’hoari àr ar stêr. Monet a raimp ivez get hor veloioù betek ramparzhioù Henbont, lec’h ma vo diazezet hon dachenn-c’hoari. Gallout a raimp monet da weladenniñ Greoù Henbont, e lec’h ma kaver ar bravañ kezeg kalloc’h ag ar vro. Graet ’vo ur c’hoari roudenn hag un nozvezh krampouezh àr an dachenn-gampiñ. Bourraploc’h ne vo ket !

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

Emglev Bro An Oriant

Maison des Associations
5 place Bonneaud
56100 Lorient
02 97 21 37 05
emglev@ebo.bzh
www.emglevbroanoriant.bzh