Deus d’ober anaoudegezh gant an natur er Menez Are, loened gouez etre koadoù ha lanneier. Gall a raimp mont war roudoù al lern, ar yourc’hed, ar broc’hed. Pa serro an noz e vo poent d’hon divskouarn bezañ lemoc’h evit klevet hopadenn ar gaouenn, youc’hadenn ar yourc’h pe mouezh skiltr al logod-dall. Klask ‘rimp kompren gwelloc’h an amprevaned a-raok laoskel anezho da vont kuit !
Mont a raimp da roeñvin evit soupren laboused an dour ha krapat gant brankoù ha kordennoù war un droiad-gaer er gwez. En ur vale, ‘vo ur mare peurvat evit diorren skiant ar reteriñ hag ur spered kenober.
Kavet ’vo tro da vevañ amzerioù troet war-zu an arzoù e-kreiz ar c’hoad hag evel-se dinaskañ hon korf hag hon spered en ober.
M’ien ‘vo e-pad ar sizhunvezh-mañ dizoloiñ c’hoarioù nevez e-leizh, hiniennoù pe c’hoarioù a-stroll, troet war-zu kevezerezh pe kenobererezh, dre labour-dorn pe labour empenned. Ijinet ha savet ‘vo a-gevret c’hoarioù gant traoù a vo dastumet en tro-war droioù.
Kousket a rimp e Ti menez Are, e-lec’h e vez kavet un dachenn-sport hag ur c’hoad hud tal-kichen. Ar c’hamp-mañ e vo un digarez evit amprouiñ hon harzoù ha kemer hon amzer evit arvestiñ, selaou ha santin an endro tro-dro deomp.