Un ti-feurm e kêr ? Digredapl !
Na plijus eo monet da vale e kêr ! Plijusoc’h c’hoazh pa ouieomp ez eus tachennoù glas ha tiez-feurm nebell ! Eno e vez kavet loened, frouezhioù, legumaj a bep seurt… ha sourprenadennoù arall ! Kement tra hon eus afer da gaout evit c’hoari ha kaout plijadur ! Diouzh noz e c’helloc’h selaou kontadennoù hag istorioù farsus e-pad beilhadegoù asambles a-raok monet da gousket en un deltenn. Deuit da gemer perzh en ur sizhunvezh vakañsoù e-kreiz natur Kêr-Roazhon gant ho mignoned. Plijadur ‘vo !