Dre vras

Perak enskrivañ ma bugel en ur c’hamp vakañsoù ?

Un abadenn vakañsiñ a ro un troc’h evit ho pugel hag evit ar peurrest eus ar familh. Evit ar vugale hag ar re yaouank eo da gentañ-penn :
• Un doare da vevañ un prantad buhez a-stroll pinvidik
• Ur mare ma c’haller en em zizoleiñ ha dizoleiñ ar re all en un doare all en ur emdreiñ en un endro nevez.
• Ul lec’h da vroudañ emrenerezh ar vugale en ur lakaat anezho da gemer perzh er vuhez pemdeziek
• Bevañ ur sizhunvezh vakañsoù hep tud ar vugale en ur zoujañ ouzh lusk ha c’hoantoù pep bugel.
• Un digarez da zizoloiñ obererezhioù nevez.
• Ur mare evit c’hoari, kaout plijadur, dizoleiñ, bevañ avañturioù nevez !

Perak enskrivañ ma bugel en ur c’hamp vakañsoù e brezhoneg ?

An darn vrasañ eus ar vugale skoliataet en hentadoù dre soubidigezh ha divyezhek a emdro e familhoù unyezhek e galleg. Evit an darn vrasañ eus outo eo neuze ar brezhoneg yezh ar skol !
Mont d’ur c’hamp vakañsoù a zo un digarez da gomz er yezh-se war ar pemdez, da glevet ar yezh ha da gomz en un endro disheñvel diouzh hini ar skol.
Evel-se e c’hall ar vugale skoulmañ liammoù a vignoniezh gant bugale eus pep lec’h e Breizh hag ober anaoudegezh gant lec’hioù nevez. Evel-se e c’hallont aesaat ha pinvidikaat o eztaol dre gomz ha deskiñ geriaoueg e brezhoneg. Da-geñver ar predoù, e-pad ar c’hoarioù, en natur, er sirk, gant ar c’hezeg… Er chomadennoù e vez ivez un digarez da gejañ gant brezhonegerien a-vihanik.

Petra eo ur raktres desevel ? Petra eo ur raktres pedagogel ?

ep framm a aoz ur c’hamp vakañsoù pe ur greizenn dudi a rank sevel ur raktres desevel. Ur redi eo ! Lakaat a ra war wel an teul-mañ engouestl, prioriezhioù ha pennaennoù desevel ar framm. Termenañ a ra peseurt ster a zo gant an oberiantizoù kinniget hag an doareoù da lakaat anezho da dalvezout.
Pep aozer en deus e raktres desevel dezhañ e-unan. Gellout a raer goulenn anezhañ.
Diwar ar framm lakaet gant ar raktres desevel e sav ar skipailh buheziñ ar raktres pedagogel evit pep kamp vakañsoù. Kavet e vo en teul-mañ engouestl ar skipailh pedagogel, da lâret eo palioù ar chomadenn kinniget d’ho pugel. Kaset e vo ar raktres pedagogel deoc’h a-raok deroù ar chomadenn, gant an teulioù melestradurel da glokaat.
Ul liamm anat a vez etre ar raktres desevel hag ar raktres pedagogel (ar palioù a glot gant an talvoudegezhioù difennet).


Enskrivadur

Ur wech enskrivet ma bugel, petra a vo resevet ganin ?

Ur wech graet ar rakskrivañ enlinenn e resevoc’h ur postel kadarnaat gant meur a bezh stag da gas deomp sinet ar buanañ ar gwellañ dre bostel pe dre lizher (ma baet dre ur chekenn) :
- Aotre ar gerent
- Ar fichenn-yec’hed
- Paeañ ar rannbae (treuzvankadenn, paeamant enlinenn dre HelloAsso pe chekenn).
Ma n’eus tremenet ho pugel un arnodenn surentez dour dija ne vo ket ezhomm da adtremen anezhi. Ret e vo reiñ an testeni hoc’h eus dija. Ma ne adkavit ket an teul-se e vo ret d’ho pugel tremen an arnodenn surentez en dour en ur poull-neuial, en-dro.

Pegoulz e resevin lizher kadarnaat ar c’hamp vakañsoù ?

Kit e darempred gant an aozer evit kaout ar respont resis.

Pegoulz e vo ret din, bezañ paet hollad priz ar c’hamp vakañsoù ?

Kit e darempred gant an aozer evit kaout ar respont resis.

Perak e rankan paeañ ur skodenn d’ar gevredigezh ?

Aozerien ar c’hampoù a azo kevredigezhioù, an darn vrasañ anezho. Ur gevredigezh, ma fell dezhi, a c’(hell goulenn e vefe paet ur skodenn, dezhi d ac’hellout kas da benn e oberiantizoù. Hervez ar c’hamp dibabet ha neuze an aozer ho po marteze da baeañ ur skodenn vloaziek. Resisaet eo war fichenn ar c’hamp.

Peseurt doareoù paeañ a asantit ?

Hervez an aozer e c’hall an doare paeañ bezañ disheñvel : an treuzvankadennoù, ar chekennoù, ar chekennoù-vakañsoù klasel (paper), ar paemantoù enlinenn, hag un nebeud KGT mat. Poellgorioù embregerezhioù zo a c’hall sikour bugale ar c’hopridi da vont kuit evit kampoù vakañsoù. Pouezus eo kelaouiñ an aozerien kerkent ha ma vez enskrivet ar vugale.

Penaos nullañ an enskrivadur d’ur c’hamp vakañsoù ?

Gant mont e darempred war-eeun gant aozer ar c’hamp, dre bellgomz pe dre bostel, ar buanañ ar gwellañ. Mizoù nullañ a c’hall bezañ dalc’het gant an aozerien..

Petra a c’hoarvez ma vez nullet ur c’hamp vakañsoù gant un aozer ?

Ma vez nullet ar c’hamp vakañsoù gant un aozer (teir sizhunvezh d’an nebeutañ a-raok deroù ar chomadenn) e vo kinniget gant an UBAPAR titouroù evit kavout ur c’hamp vakañsoù all a zere gant ho c’hoantoù. Rentañ a raio an aozer deoc’h an holl sammadoù bet troet dija.


Diwar-benn ar c’hamp vakañsoù

Ezhomm en deus ma bugel eus ul live brezhoneg mat evit mont d’ur c’hamp vakañsoù e brezhoneg?

Ho pugel a rank bezañ gouest da gompren ha da gaout an diazezoù evit kehentiñ e brezhoneg gant ar skipailh buheziñ. Rankout a ra bezañ enskrivet en un hentenn divyezhek pe dre soubidigezh pe komz ar yezh bemdez er gêr. Sikour a raio ar skipailh pedagogel ar vugale da vont war-raok gant ar yezh, pinvidikaat ar c’heriaoueg, harpañ anezho evit eskemm er yezh-se en un doare plijus dre ar c’hoari en ur zerc’hel kont eus o diaesterioù. Kit e darempred gant an aozerien da vare an enskrivadurioù evit komz eus live-yezh ar bugel, ma vez ezhomm.

Ha gellout a ra ma bugel dont gant ur vignonez pe ur mignon ?

Ya, ha ma’z eo ar wech kentañ kentañ e c’herll bezañ aesoc’h evit an holl zoken. Met n’eo ket ur redi. Evit gwir e krog ar vugale hag ar re yaouank da sevel liammoù nevez buan. Sevel a reont mignoniezh nevez. Kinniget e vo, e penn-kentañ ar c’hamp c’hoarioù ober anaoudegezh gant ar skipailh buheziñ. C’hoarioù dizoloiñ al lec’h, kenlabourat evit aesaat an darempredoù ha reiñ lañs d’ur strollad da vat. Hed-da-hed ar chomadenn e taol evezh ar skipailh evit ma vo kavet e blas gant pep hini er strollad.

Ha gellout a ra ma bugel, en deus kudennoù yec’hed pe a zo nammet, kemer perzh en ur c’hamp vakañsoù ?

Ya, ho pugel a c’hall kemer perzh en unan eus hor c’hampoù vakañsoù. Ezhomm a vo da gaozeal en a-raok gant an aozer evit gouzout petra a vo ar gwellañ evit ho pugel.

Ma n’eus ezhomm ma bugel da dapout louzoù e c’hell dont memes tra ?

Ya, evel-just ! Ret e vo deomp kaout urzh ar mezeg hag ar fichenn yec’hed. War al lec’h e vo graet war-dro gant an den e karg eus ar yec’hed pe rener.ez ar c’hamp vakañsoù.

Ma bugel en deus ur reol-voued dibar, daoust hag ur skoilh eo ?

Kalz bugale o deus ur reol-voued dibar met evel-just e c’hellont kemer perzh en, ur c’hamp vakañsoù. Menegit mat reol-voued ho pugel, mar plij, da vare an enskrivadur ha war ar fichenn yec’hed evit ma c’hello ar skipailhoù keginañ ha buheziñ azasaat ar rol-meuzioù a-benn derc’hel kont eus an dibarderioù-se hag e vefe kempouezh ar meuzioù.
Ma vez ur reol-voued abalamour da gudennoù yec’hed (allergiezhioù…) e vo ret deoc’h reiñ deomp urzh ar mezeg hag al louzoù.

Petra eo an arnodenn evit kaout an testeni aezoni en dour ?

Ma ’z eo ret kaout an arnodenn-mañ evit kemer perzh en ur c’hamp vakañsoù eo resisaet war ar fichenn-ginnig.
Ret-groñs eo ar prouad barregezh-se evit kemer perzh en un obererezh dour : kanoe, kaiak, raft, canyoning, paddle, bageal. Hep an teul-mañ ne c’hello ket ho pugel kemer perzh en obererezhioù-se.
Pemp obererezh a zo en arnodenn-mañ :
1. Lammat en dour
2. Flodañ war e gein e-pad pemp eilenn
3. Neuial war e gof e-pad ugent metrad
4. Treuziñ ul linenn-dour pe tremen dindan ur vag pe un dra war-neuñv
Gellout a reer ober an arnodenn-se en ur poull-neuial, gant ur mestr-neuñver diplomet. Mat eo an arnodennoù graet er poull-neuial gant ar skolioù. Soñjit gwiriañ anezho.


E-pad ar c’hamp

Petra a c’hoarvez ma kouezh klañv ma bugel e-pad ar c’hamp vakañsoù ?

Ma kouezh ur bugel klañv pe ma vez gloazet e-pad ar c’hamp vakañsoù e kasimp anezhañ da di ar mezeg pe d’an ospital hervez an ezhommoù. Paeañ a raimp ar mizoù mezegel ha goulenn a raimp diganeoc’h e vefent restaolet deomp, diwar ar follenn velestradurel roet deomp. Ma vez ur gudenn yec’hed gant ur bugel e pellgomzimp deoc’h.

Ha gellout a ran mont e darempred gant ma bugel e-pad ar c’hamp vakañsoù ?

Aliañ a reomp ac’hanoc’h da chom hep klask kaout keloù e-pad ar mare-se.
E-pad hor chomadennoù vakañsoù e vev ar vugale ar soubidigezh en ur strollad. An obererezhioù liesseurt hag en natur a zeu da vezañ mareoù pinvidik evit deskiñ traoù nevez, pell diouzh ar vuhez pemdez, eus ar mignoned, ar familh hag an ostilhoù liesvedia. Ar soñj eo reiñ an tu d’ar vugale da vevañ ur sizhunvezh evito pell diouzh o familh.
Evit an abegoù-se, e tibab an darn vrasañ eus an aozerien chom hep reiñ keloù, pe nebeut-tre ober (ur wech ar sizhun, e meur a stumm : ur blog, ur bajenn Facebook pe Instagram, ur postel gant un nebeud skeudennoù…).
N’eo ket rakwelet e pellgomzfe tud ar vugale d’o bugale e-pad ar chomadenn, nemet, evel-just, ma vefe ezhommoù dibar.
Ar skipailhoù-buheziñ a ginnig d’ar vugale skrivañ kartennoù-post d’o zud. Goulenn a reomp digant tud ar vugale lakaat goloioù-lizher gant ar chomlec’hioù hag an timbroù e-barzh seier o bugel evit kas kartennoù. N’eo ket ur redi en ober. Pep bugel a zibabo skrivañ kartennoù evit e familh pe get. Aozerien zo ne reont ket an dra-mañ.

Daoust ha gellout a ra ma bugel kemer ur pellgomzer hezoug e-pad ar c’hamp vakañsoù ?

Diouzh pep aozer e c’hell ar reolenn bezañ disheñvel. Darn anezho a zifenn anezho ha re all ne aliont ket kas anezho. Resisaet e vo an titouroù-se deoc’h el lizher a resevoc’h a-raok deroù ho chomadenn. Degas a reomp da soñj n’eo ket kiriek an aozer ma vez laeret, kollet pe drailhet ar pellgomzer hezoug.

Fellout a ra da’m bugel bezañ er memes kambr pe er memes teltenn hag ur mignon pe ur vignon.ez : ha posupl eo ?

Ya, gellout a raio ho pugel bezañ gant e vignon pe mignonez er memes kambr pe er memes teltenn ma ‘z int eus ar memes jener goude bezañ goulennet digant ar skipailh-buheziñ.

Ha gallout a ra ma bugel dont e darempred ganin e-pad ar c’hamp vakañsoù ?

M’en deus ezhomm ho pugel da c’hervel ac’hanoc’h pe ma soñj d’ar skipailh e vefe ezhomm d’en ober e pellgomzo ar rener pe ar renerez deoc’h evit lakaat ac’hanoc’h en liamm.

Penaos ober pa vez ur barrad glac’har gant ma bugel hag e fell dezhañ distreiñ d’ar gêr ?

Gellout a ra c’hoarvezout e vefe diaes dispartiañ diouzh ar familh. Pa fell d’ur bugel distreiñ d’ar gêr e kemeromp amzer da selaou outañ ha da gaozeal gantañ evit divizout hag-eñ eo ur mare start « berr », (a c’hoarvez pa vezer o kreskiñ) pe ur barrad glac’har bras.
Kustum omp d’en em gavout gant seurt kudennoù ha kinnig a reomp a bep seurt traoù evit sikour ar vugale.
Ma n’en em sant ket gwelloc’h ho pugel, daoust d’hon holl strivoù, e teuimp e darempred ganeoc’h evit kavout un diskoulm asambles (teksto eus ar gerent evit ar bugel, kaozeadenn dre bellgomz, loc’hañ ar bugel...).