E-pad 10 devezh, deus da reiñ un taol sikour evit aozañ Fest-Noz Koed Barz. Gall a ri kinklañ al lec’h, staliañ ar gouloù, ober war-dro ar son evit klevout mat ar sonerien. Gall a ri ivez fardañ krampouezh… Dizoloiñ a ri holl sekredoù evit donet a-benn da sevel ur gouel majik ha burzhudus.