Prest oc’h evit an avantur ? Pignit war vourzh ar vag neuze, war-zu Enez Sun, enezenn penn ar bed ! Oto ebet, frank zo evit kantreal disoursi war ar gwenodennoù, diskoachañ sekredoù an enezenn hag ober anaoudegezh gant hec’h annezidi. Hor skouarnioù lemm a glevo gant plijadur tonioù dibar ar bredoneg : brezhoneg Enez Sun. Gant ar mor ivez e vo degaset leun a blijadurioù. Ur bourmenadenn war gaiak, ur prantad gwaregañ, ur gouronkadenn en dour glas, un abadenn pesketa… perak ne vefe ket ?
E tachenn-gampiñ ar greizenn bageal nevez e vo staliet ar c’hamp, 32 gammed, war-dro, diouzh an aod. Ar vugale a raio war-dro ar vuhez pemdez (predoù, skaotaj…), gant skoazell ar vuhezourien.

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

Emglev Bro Douarnenez

13, rue Michel Le Nobletz
29100 Douarnenez
07 83 88 75 57
emglev.bro.dz@gmail.com
www.emglev-bro-dz.bzh