Prest out bezañ ur gwir morlaer-ez ? Deus ’ta war an aod e Rostivieg (Loperc’hed 29). Du-hont e tremeni 3 devezh dibar. Gallout a ri profitañ eus an natur ha kemer perzh e difioù morlaeron e-leizh. Sevel a ri da wiskamant hag ijinañ a ri da anv nevez ! Evel ur gwir morlaer-ez merdeiñ a ri war vor, dizoloiñ a ri ar paddle hag ar vag vihan dre lien. Gant da varregezhioù nevez e c’helli kredapl, mont da gerc’hat an teñsor kuzhet e-kreiz un enezenn !
Gant ar mousigoù all, e sikouri da fardañ meuzioù lipous. Kemer a ri perzh er beilhadegoù ha kousket a ri dindan teltennoù. Prest out ? Bec’h dei !

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

Ti ar Vro Landerne-Daoulaz

1 straed du Dr Pouliquen
29 800 Landerne
09 73 65 35 24 - 07 82 87 79 22
kampou@tiarvrolandernedaoulaz.bzh
www.tiarvrolandernedaoulaz.bzh.