Mont a raimp kuit eus Gwengamp d’ar 16/02, evit tremen 2 zevezh e Pariz, hag ur sizhunvezh a-bezh e Briançon.
Etre ur c’hamp hag ur chanter evit ar re yaouank e vo ar prantad-mañ. Profitañ a raimp deus menezioù, deus an erc’h, skiet e vo (2 pe 3 devezh). Ouzhpenn evit se ’vo graet : sikour a raimp en un oaled (Le Refuge solidaire) e-lec’h e vez degemeret repuidi a erru enno war-lerc’h bezañ bet treuzet ar menez war droad. Troet out war ar gegin ? Degemer mat : fardet e vo boued gant ar repuidi! Hag evel-just ur c’hamp vakañsiñ e vo : bevañ a-stroll, ober c’hoarioù, beilhadegoù...