E-pad ur sizhun e vimp o kantreal gant ar roulotennoù. Mont a rimp da foetañ bro dre un hent-houarn kozh lec’h ma ne dremen oto ebet. Dre an hent-se e vo graet anaoudegezh gant glad pinvidik ar vro. Desket e vo stagañ ha ren anezho da chom war an hent. Ret e vo ivez bouetan ha moumounañ anezho.
C’hwi kousko er roulotennoù. Ar vuhezourien a gousko e teltennoù e-kichen.