Daoust out prest da zont da vezañ ur gwir morlaer/ez ? Deus’ta war an aod e Rostivieg (Loperc’hed 29). Du-hont e tremeni 3 devezh dibar, gallout a ri profitañ eus an natur ha kemer perzh en difioù morlaeron e-leizh. Sevel a ri da wiskamant hag ijinañ a ri an anv nevez evidout ! Evel ur gwir morlaer/ez merdeiñ a ri war vor, tañva a ri ar paddle hag ar vag vihan dre lien. Gant da varegezhioù nevez e c’helli kredapl kavout an teñsor kuzhet e gompagnunezh izili da skipailh morlaeron !
Gant ar mousigoù all e sikouri da fardañ meuzioù lipous da gaout startijenn, kemer a ri perzh er beilhadegoù ha kousk a ri dindan teltennoù. Ha neuze, prest out ? Bec’h dezhi !