Deus d’ober anaoudegezh gant an natur er menez Are, loened gouez etre koadoù ha lanneier. Gall’ a ri mont war roudoù al lern pe ar broc’hed, pe loened diwelus evel an dourgi.

Pa serro an noz e vo poent d’hon divskouarn bezañ lemoc’h evit biskoaz evit klevet hopadenn ar gaouenn, youc’hadenn ar yourc’h pe mouezh skiltr al logod-dall.

Mont a raimp da roeñviñ evit sourpren laboused an dour ha krapat gant brankoù ha kordennoù war un droiad-gaer er gwez.
Klask ‘rimp kompren gwelloc’h an amprevaned a-raok laoskel anezho da vont kuit !

Moien ‘vo e-pad ar sizunvezh-mañ dizoloïñ c’hoarioù nevez e-leizh, heniennoù pe c’hoarioù a-stroll, dre labour-zorn pe speredekoc’h, troet war-zu kevaezerezh pe kenoberezh.
Ijinet ha savet ‘vo a-gevred c’hoarioù gant traoù a vo dastumet er vro.
Lojet ‘vimp en Ti menez Are lec’h emañ un dachenn-sport hag ur c’hoad hud tal-kichenn.

Gall’ rimp mont da gousket un nozvezh dindan un tipi pe dindan hol lochenn savet ganeomp araok klozañ penn-diwezhañ hañv ar riboulerien gant ur fest a-feson etrezomp.

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

Ti menez Are

Garzuel
29190 BRASPARTS
02.98.81.47.50
contact@timenezare.bzh
www.timenezare.bzh