Pignit war vourzh ar vag, war-zu Enez Sun, enezenn penn ar bed ! Dizoloiñ an enezenn, c’hoarioù bras er maez, ober anaoudegezh gant annezidi an enezenn, gweladenniñ an tour-tan, beilhadegoù dirak ar c’huzh-heol pe kousket dindan kambr ar stered... Ur sizhunvezh leun a daolioù-kaer hag a faltazi a ginnigomp deoc’h, evit diskoachañ sekredoù Enez Sun ha brezhoneg an enezenn : ar bredoneg. Gant ar mor ivez e vo degaset leun a blijadurioù : pourmenadennoù war gaiak evit saludiñ an delfined hag ar reuniged, ur gouronkadenn en dour glas, un abadenn pesketa... C’hwi a zibabo ! E tachenn-gampiñ ar greizenn bageal nevez e vo staliet ar c’hamp, 32 gammed diouzh an aod. Ar re yaouank a raio war-dro ar vuhez pemdez gant skoazell ar vuhezourien.

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsou-mañ

Emglev Bro Douarnenez

13, rue Michel Le Nobletz
29100 Douarnenez
07 83 88 75 57
emglev.bro.dz@gmail.com
www.emglev-bro-dz.bzh