N’eus ket amzer da goll, poent eo mont ! Kalzig a hent on eus d’ober. Tap da votoù bale, da vousc’hoarzh ha deomp deï ! Alies vo baleet, atav ’vo c’hoarzhet !
Eus Tremargad d’ar Chapel-Nevez un digarez da zizoleiñ ar c’hreiz-Breizh en un doare all. Piv ‘oar ‘petra c’hoarvezo war an hent ? Dizoloadennoù hag eskemmoù a vo avat e-pad ar veajig-se!
Un doare brav da glozañ da vakañsoù hañv ha da gaout mignoned nevez.