« Ata tudoù poent eo mont ! n’eus ket amzer da goll ! » Distreiñ a ra an heol hag an holl amañ a zo kroget d’ober monedonedoù a bep tu.
Ur c’hamp vakañsoù tri devezh er Chapel-Nevez, un digarez deomp da lansiñ an enklask ! Perak kement a loenedigoù er jardin ? Perak e kresk ken fonnus an natur ? Perak e fleurach ar gwenan ?
Ne chomimp ket inosant ! Ha sellout a rimp pizh deus tout ar c’hevrinoù-se evit diskoulmañ an afer ! Plijadur ‘vo e Ti ar C’hoadoù me lâr dit !

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsou-mañ

Ti ar C’hoadoù

Centre Forêt Bocage
5 Hent an Dachenn sport
22160 Ar Chapel-Nevez
02 96 21 60 20
accueil@centre-foretbocage.bzh
www.centre-foretbocage.bzh