Dont a rafes da foetañ bro war velo pell diouzh an otoioù trouzus ? Gwall blijet e vi neuze oc’h ober gwelloc’h anaoudegezh gant Breizh a-hed hentoù-houarn kozh. Loc’hañ a raimp eus An Uhelgoad etrezek Konk-Kerne war heñchadoù 30 kilometr bennak war an hent glas. War ar roll : un tamm sport ‘ta war hon zrankilite, kampiñ, bizitañ traoù a bep seurt, beilhadegoù en ur ganañ ha dañsal dindan ar stered, c’hoari… Ur wir valeadenn etre kamaraded ha kamaradezed e vo ! Pep tra a vo aezet gant ur velo e stad vat, un tokarn evel-just, ar seier e-barzh ar garavanenn ha da zivhar prest da droadikellat.

Kamp vakañsoù evit ur strollad bugale etre 11 ha 14 vloaz.

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsou-mañ

KLT

41 Kae Leon
29600 Montroulez
02 98 63 98 79 | 06 82 77 10 10
klt@wanadoo.fr
www.klt.bzh