Na petra c’hoarvez en natur e-pad ar goañv ? Goañvaat ? Pas evit an holl ! Pa vez lod o kousket e-pad tout ar c’houlz amzer eo poent deomp teurel ur sell divoutin ouzh an natur ! Deus ‘ta ganeomp da zizoleiñ lec’hioù kuzh ar c’hoad, da sellet ouzh al laboused hag a bep seurt traoù dic’hortoz. Avanturioù divoutin er Chapel-Nevez, evit ar re a gav gwelloc’h dezho mont er maez eget chom en o gwele !
Kamp e brezhoneg evit ar vugale etre 8 ha 12 vloaz.