Ha c’hoant ‘t eus da vevañ mareoù kreñv ? C’hoant ‘t eus da dremen amzer er c’hoadoù ? A-hed ar sizhunvezh e teski sevel ul loch koad, gwellaat da dalant reteriñ hag ober tan. Ur wech prientet ho poestoù hag ho paneroù e vo moaien da vont da glask boued d’ar c’hoad evit fichañ ur pred e-giz an draperien. C’hoarioù a-stroll ha krapat er gwez a raimp ivez. Kousket a raimp e Ti menez Are ha profitañ a raimp deus al lec’h ha deus gouizidigezhioù ur buhezour natur.