Gwarezet e vo hon zachenn dre sevel un totem gant livioù hag arouezioù hon meuriad tro-dro d’an tipi. Savet e vo kabanennoù koad er c’hoad ha bevañ araimp troioù-kaer bras enno. Mont a raimp da vale war hentoù-treuz menez Are gant hon azen ha selaouet e vo kontadennoù ha mojennoù ar vro. Moaien a vo d’an avanturourien ha d’an avanturourezed a fell dezho kousket un nozvezh en tipi.