Gouestlet eo ar sizhunvezh d’ar gwagennoù : 3 frantad surf a vo bevet
en ul lec’h dibar. Dre ar surf e vo anavezet santadurioù nevez ha kreñv. Ha da gousket war dachenn-gampiñ Meskeo, daou boull-neuial enni ! Bemdez ez aimp da vale, da gouronkañ ha da c’hoari war an draezhenn. Ar beilhadegoù deus noz a glozo an devezhioù stank er-maez.