Degemeret e vimp gant kreizenn marc’hegañ menez Are staliet just e-kichen hon ti. 5 prantad a vo graet evit kregiñ gant ar marc’hegañ. Goude devezhioù stank ez aimp da zistanañ e Ti menez Are. C’hoarioù bras, baleadennoù e lec’hioù dibar menez Are ha beilhadegoù hud a vo ivez.