E menez Are, e-lec’h ma vimp staliet, e vez kontet istorioù, kontadennoù, avanturioù hag huñvreet enno. Ober a raimp anaoudegezh gant ar marvailhoù hag ar mojennoù-se e-kerzh ar c’hamp. Heuliañ a raimp roudoù tud ar menez Are hag a zo tost da gorriganed ha lutuned ar vro. Klask a raimp mont e darempred gant ar boudigoù-se ha marteze e c’hellimp mont da welet e-lec’h e vevont el lanneier.