Deuit d’ober sirk dindan un dogenn vras e-kichen an aod ‘ba Santeg !

Moaien ‘vo dizoleiñ doareoù d’ober sirk evel lien-nij, trapez, implijout traoù evit chom a gempouez, bannikat, troioù-ouesk ha c’hoari war al leurenn, dindan un deltenn vras e-kichen ar mor ‘vel just !

E-pad tout ar sizhun e vo posubl dit deskiñ arzoù ar sirk dre ar c’hoari, ar fent hag ar blijadur ‘vel just ! Ouzhpenn da-se : posupl ‘vo dit diskouez ’pezh ‘peus desket d’ar gerent e fin ar sizhun !

E tachenn-kampin an Dosen e-tal ar mor e vimp. Dizoloet ‘vo an natur tro-dro oc’h ober pourmenadennoù war an aod, c’hoarioù er c’hoad ha mont da gouronkañ er mor.

Hag evit ar beilhadegoù, daoust hag e vefes plijet sellet ouzh ur film pe mont da welet un arvest, pe tremen amzer war an draezhenn gant ar vignoned ?

<< Nouvelle recherche

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

Cirque à Léon

71 place Isidore Roudaut
29250 Santec
06 73 47 92 64

cirquealeon@gmail.com
lwww.cirquealeon.fr