Tad pe Mamm a gemero perzh e skol-Hañv KEAV? Deus gante da vevañ, c’hoari, c’hoarzhin, straniñ e brezhoneg ha profitañ eus obererezhioù liesseurt: sport, c’hoarioù bras, c’hoariva, pourmennadennoù, mont da gampiñ un nozvezh pe ziv… Peadra da gaout plijadur e KEAV !

Azasaet e vo an holl obererezhioù kinniget diouzh oad ar vugale. Dasparzhet e vefont a-strolladoù ha kemeret e vo e karg gant animatourien vrezhonek diplomet eus 9e diouzh beure da 5e goude merenn.
Er-maez eus an eurioù-se e c’hallo ar vugale kemer perzh en obererezhioù all er c’hamp-hañv ambrouget gant o zud.
En ur gambr etre 2 ha 4 den e c’haller herberc’hiañ ar familhoù. Ur c’hamp bihan dindan delten a c’hallo bezañ aozet e-pad un nozvezh pe ziv. Peotramant mont er poull-neuial, war gaiak pe war varc’h-houarn a c’hallfe bezañ kinniget. En degouezh-se e vo goulennet diganeoc’h kaout dafar kampiñ, un arnodenn aezamant dour, degas marc’h-houarn ho pugel... An holl resisadurioù-se ho po a-raok ar chomadenn.

An holl ditouroù zo war hol lec’hienn

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

KEAV

22 hent Mouliouen
29000 Kemper
02 98 95 59 31
keav@keav.bzh
www.keav.bzh