Plijout a ra dit ar sirk hag ar velo ? Deus d’ober ur c’hamp-se ganeomp !

A-hed ar sizhun e vo dizoloet ganeomp meur a oberiantiz tro-dro d’ar sirk : al lien-nij, ar janglerezh, ar c’hezeg-houarn fentus, krapat ha dañsal er gwez). An atalieroù a vo dedennus evit dizoleiñ an natur hag ar c’hleuzioù, gouzout hiroc’h war ar gwez ha gweladenniñ lec’hioù digredus Bulad-Pestivien (milin Koat Gouredenn, gwezenn Tronjoly, ti-feurm Ma Zadoù ha kement zo... ) Ma selaouomp mat e-pad an noz e vo moaien klevout ha selaou trouzioù loened an noz. Ha ma ‘z out mennet da ziskouez ar pezh ‘p eus desket e-pad ar sizhun e c’helli kemer perzh en arvest a vo kinnig d’ar gerent e fin ar c’hamp.

<< Enklask nevez

Aozer ar c’hamp vakañsoù-mañ

Ti ar C’hoadoù

Centre Forêt Bocage
5 Hent an Dachenn sport
22160 Ar Chapel-Nevez
02 96 21 60 20
accueil@centre-foretbocage.bzh
www.centre-foretbocage.bzh